Penaos ober evit lakaat e go legumaj ?

Evit mirout legumaj e-pad pell e c’hallit implijout meur a deknik : dre dommadur (sterelizadur, pasteurizadur, dishidratadur), dre yen (yenadur, skornidigezh), pe c’hoarzh dre c’ho (gant gwinegr pe dour sall). An teknik diwezhañ gant dour sall eo an hini emaon o vont da ziskouezh amañ. Evidon, hag hervez komz, lakaat e go al legumaj zo an teknik gwellañ evit ar yec’hed, an eeunded hag ar sobrentez energetek! Ouzhpenn-se e kav din dreist ar saour! Lipouz!

1) Prientiñ an hili

Prientit un hili gant dour hag holen. Ret eo kaout etre 1 ha 3% holen (ober a ran 3%, e giz-se ez a en-dro a dra-sur 🤗) :

  • 1 L dour : kentoc’h dour-sav (hep klor!)… evidon ez a mat-re gant kog-dour e wirionez !
  • 30 gr holen bras (ket puret) : ekwivalant 2 loa-voued

2) Rasklañ / troc’hañ legumaj

Dibabit al legumaj az peus ch’oant. Pep legumaj a vezer debret kriz, a c’haller bet debret lakaet e go: kaol, karotez, beterabez, tomatez, fav, ach, kourjetez, ognon, kignen… ⚠ Ket patatez!

Rasklit pe troc’hit an tammoù.

Lakait an tammoù legumaj e-barzh podoù gwer (n’eo ket ezhomm sterelizañ anezho, gwalchit hepken).

Gwaskit anezho evit bezañ gouest da lakaat ar muiañ posubl.

3) Ouzhpennañ spisoù hag aromatoù

Ouzhpennit spisoù hag aromatoù.

Serrit ar podoù gwer peurgloz.

Notit war ar podoù an deiziad ha peseurt meskad zo diabarzh.

4) Berniañ er gwrezverk endro

Lakait ar podoù war ur bladenn. Daoust ma bezañ serret mat ar podoù, ma ez a mat an traoù, e vo spoumet ha dourenn a vo aet kuit.

Bernit anezho er gwrezverk endro (en ul lec’h bennak er gêr) diouzh an ter sizhunvezh kentañ. Arabat mirout anezho en ul lec’h re-yen da bezañ posubl bakteri da ziorren.

Goude ter sizhunvezh e vo lakaet e go al legumaj. Gallout a rit debriñ anezho pe berniañ en ul lec’h freskoc’h ma peus c’hoant.

N’eo ket posubl en em pistriañ. Ma vefe manket, e vefe ken fall ar c’hwez, ne vefit ket gouest lonkañ anezhañ!

Bocal de choux lacto-fermenté
Ma wellit goude 3 deiz spoum a za kuit eus ar pod, mat eo !

Ha ma gavit gwelloc’h da brennañ legumaj lakaet e go e-lec’h fardañ anezho, deuit er marc’had Rostrenn pe Bulad evit prennañ anzezho eus Bronwenn. Heulit he fajenn Facebook: Legomaj.

Gerioù nevez

go / dre c’ho = fermentation / à travers la fermentation
an hili = la saumure
dour-sav = eau de source
kog-dour = eau du robinet
ket puret = non raffiné
kriz = cru
ur pod gwer = un bocal
berniañ = stocker
gwrezverk endro = température ambiante
peurgloz = étanche / hermétique
spoumañ = mousser
en em pistriañ = s’intoxiquer

Evit an hini kurisañ…

Sellit ouzh ar video-mañ evit kompren gwelloc’h petra a c’hoarvez e-barzh ar pod gwer (video e c’halleg) :

Retour en haut